Rouantelezh Maisor

Rouantelezh Maisor en he brasañ, e 1784.

Rouantelezh Maisor a oa ur stad eus India hag a vije bet savet en 1399 en-dro da gêr Maisor, pe Mysore (hervez skritur ar saozneg), pe Maisor. Renet e oa gant an dierniezh Odeyar, ha da gentañ e oa dindan rouantelezh Vijayanagara. Pa'z eas ar rouantelezh all war an diskar (war-dro 1565) e teuas Mysore da vout dizalc'h. Er XVIIvet kantved e kreskas dindan ar rouaned Narasaraja Wodeyar Iañ ha Chikka Devaraja Wodeyar, diwar-goust Karnataka ha Tamil Nadu.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search